Devri

Beg-ar-Raz

Beg-ar-Raz

n. de l. Pointe du Raz (Plogoff).

(1716) PEll.ms 1188. Bec ar-Ras. ●(1732) GReg 134b. becq ar Raz. ●735b. Becg ar Raz.920b. becg ar raz.

(1855) FUB 76. Va Doué, va diwallid da drémen Beg-ar-Raz, / Rag va lestr a zô bihan hag ar môr a zô brâz. ●(1876) TDE.BF 811. Etre Sant-Thei ha bek ar Raz, / Ez a seiz maouez gant pep goaz. ●(1878) SVE 1000. Va Doue, va diwallit da dremen Beg ar Raz, / Rag va lestr ’zo bihan hag ho mor a zo braz.

(1903) MBJJ 32. ar bageer breton pa dremen beg ar Raz. ●(1905) ALMA 28. Eur gouel kaer a zo bet, d’an 3 a viz gouere, e Beg-ar-Raz. ●(1907) KANTplouezoc’h 2. Kantik Beg ar Raz. ●(1909) MMEK 82. enez Sizun ha Beg ar Raz. ●(1914) ARVG mae 72. Beg ar Raz, hanvet ive Kap Sizun, goue ha garw evel Ifern Plogo, ha Bae an Anaon a zo en daou du d'ean. ●(1916) KANTgelveneg 27. Var zouar Plogoff, e Beg-ar-Raz, / A bep tu var wel d’ar mor braz. ●(1924) ZAMA 34. Maner Kerdiern a zo eur c'hastell hanter-razet e parrez Kleden, e bro Kaperien Beg-ar-Raz. ●53. Etre Goayen ha Beg-ar-Raz e oa gwechall-goz kalz a vaneriou. ●(1928) FHAB Du/410. eun trouc'her moudennou eus Beg ar Raz. ●(1930) EBKE 98. Diredek e hrant trema Beg er Raz. ●(1941) SAV 9. Pelloc’h en em gave ar penn pella anezi en dounvor eget Beg ar Raz. ●(1970) BHAF 175. Beg ar Raz, kalz diterroh ahann, touriou-tan Ar Wrah, ar Wrah-Vihan, ar Haz ha Tevenneg, er "mor-kleiz", eun asez menez Mikael a denn eun tammig d'an hini brudet ez eo ken c'houezet an Normaned gantañ, med muioh hoaz da hini Kerne-Veur.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...