Devri

enkrez

enkrez

m. –ioù

(1) Inquiétude, angoisse.

(1530) J p. 84. Da mab an guerches / Hep ober exces / Ez graet encres bras, tr. «on accabla d'outrages le fils de la Vierge.» ●(1576) H 46. Nycun en encres ne leset, tr. « you leave no one in trouble. » ●(1650) Nlou 496. Ouz pep encres, cleuet spes hon oraeson, tr. «contre toute inquiétude, écoutez clairement notre prière.»

(1659) SCger 146b. encres, tr. «peine d'esprit.» ●(1752) PEll 274. Encrés, Peine d'esprit, inquiétude, embarras, chagrin.

(1900) MSJO 131. Eun enkres a oa var he spered. ●(1906) KANngalon C'hwevrer 28. enkreziou a bep seurt. ●(1907) PERS 258. ar zonj-se a lakeaz en he galon, eur barr enkrez.

(2) Bezañ war enkrez : être inquiet.

(1900) MSJO 154. Na vezit ket var enkres.

(3) Bezañ en enkrez : être inquiet.

(1862) JKS 101. Eur goustians fall a zo bepred enn aoun hag enn enkrez.

(4) Kemer enkrez : s'inquiéter.

(1860) BAL 215. Amiss a ge'meras aoun ac encrez o velet ar varn o tostaat. ●(1883) IMP 20. Mar kemeran enkrez gant da vreur.

(1904) KANngalon Du 245. goude beza kemeret kalz poan, kalz enkrez. ●(1907) PERS 317. evit an distera tra e kemere enkrez abalamour d'ezho. ●(1911) BUAZperrot 505. kemerit enkrez avat, rak ar re a c'hellfe ho teuler korf hag ene e tan an ifern.

(5) Kaout enkrez : éprouver de l'inquiétude.

(1862) JKS 332. mar hoc'h euz enkrez aliez. ●(1878) EKG II 38. re a enkrez am boa, a gaf dign.

(6) Magañ enkrez : ressentir, nourrir de l’inquiétude.

(1916) KANNlandunvez 62/448. Ne ve ket mad choum a zav evit maga oc’h enkrez.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...