Devri

font .1

font .1

m. & adv.

I. M. (droit)

(1) Fonds (argent).

(1499) Ca 86a. Font a heritag. g. fons de heritaige.

(2) Fonds, bien immeuble.

(1790) MG 111. de brenein ur fond pé un defice-benac. ●(1790) Ismar 431. un titr diazéét ar ur fond pé ar un defice.

(1824) BAM 137. prena douar pe ur font all bennac. ●(1846) BAZ 117. e verzas he oll-vadou, font hac all. ●(1894) BUZmornik 126. Kerkent e verzaz he oll zanvez, fount hag all.

(1942) SAV 23/65. Bremañ, pa oa maro ar re goz, e oa kalz pinvidikoc'h an hini en devoa bet ar font (immeubles) eget egile. (…) Eun den all diwar ar maez a oa o klask arc'hant da bresta war leve, met ne oa ket evit o c'hemerout war zouar, peogwir n'en devoa tamm font ebet.

(3) Douar-font : fonds de terre.

(1732) GReg 423b. Il a du fond, tr. «douar-fond èn deus.» ●(1752) BS 771. ma ofras dezàn cals a zouar-fond.

(1847) MDM 129. n'em euz na douar-found na leve.

(4) Leve-font : bien-fonds.

(1847) MDM 160. Eno ministred ar relijion n'ho deuz mui a leveou-found evit ho c'harg.

(5) Gwir ha font : Fonds et droit.

(1890) MOA 226a. Fonds et droits, tr. «guir ha fount

(1926) FHAB Mezheven 227. kuzulierien ti ar Prefed (…) a zisklerias er bloavez 1817 e oa bet roet ar chapel gwir ha fond da iliz Kerfeunteun. ●(1967) BAHE 52/17. Moarvat e oant kleuzioù savet gant ar gwiraer diwar goust ar foñcher d'ar mare ma oa madoù gwir ha font.

(6) E gwir hag e font : en droits et en fonds.

(1849) GBI II 294. Talvoudèges pewar mill skoed 'm boa bet / En gwir hag en fond gant ma fried, tr. «J'eus la valeur de quatre mille écus, / Fonds et droits, avec ma femme.»

(7) Font ha leve : biens et revenus.

(1904) BOBL 24 décembre 14/1a. en eul (lire : eun) taol kont int lonket fond ha leve en ialc'h toull gouarnamant an dispac'h.

II. M.

(1) Fondations d'un édifice, fondement.

(1633) Nom 126b. Ædes superficiariæ : maison bastie sur le fond d'autruy : ty græt voar fount vn all. ●138a. Solum : parterre, fond de terre : vn quarrè, found á douar. ●138a. Area : le fond ou parterre sans edifice : vr found ep edefiçc.

(1893) IAI 147. diazeza var ar memez fount eun ti frankoc'h.

(1900) MSJO 94. Guelet a rear c'hoas hirio (...) fount eun Ilis a zo bet savet var al leac'h m'edo ti Joseph.

(2) sens fig. Base.

(1846) BAZ 130. ar fount eus an oll vertuziou. ●(1877) FHB (3e série) 5/38b. Bispid ha pesked sallet a reaz a neuze ar fount euz ho bevanz.

(3) Ober font war : fonder, baser, faire fond sur.

(18--) BAG 17. Goulc'hen a respontas d'ar c'hont : / M'ar grit var va feden nep font, / Aotrou, it d'ar gombat a fo, / Sur e'r victor dêc'h var nezo.

III. Loc. adv.

(1) A-blaen-font : entièrement.

(1964) BAHE 38/54. krouiñ ur yezh nevez a-blaen-font. ●(1982) TKRH 113. Va zad-kozh en dije graet re a boan dezhañ gwelout gwerzhañ ar mobilier. Setu e oa chomet a blaen-font gant ar «Paotr» en e lavar.

(2) A-benn-font : entièremement.

(1912) BUAZpermoal 7 (lizer an Otro Pennec d'an Otro Moal). Bean 'zo, avad, ebarz al levr, eul labour groet a benn-fonn ganac'h, hep den na tra oc'h enebi ouz ho spered, ha n'oufer nemed hen meuli. ●(1926) FHAB Du 413. Ar Frans a zo henvel ouz eun ti dirapar, mogeriou ha toenn (…). Hen adsevel a zo ret a-benn-font. ●(1926) FHAB Kerzu 456. gouizieien, tud a studi, o deus krouet a-benn-font eur «yez lennek unvan». ●(1942) VALLsup 80a. détruire de font en comble, tr. «diskar a-benn-font.» ●(1963) BAHE 34/70. ar gerioù nevez da grouiñ a-benn-font pe da amprestañ digant ar pezh a anver ar Geriadur Etrevroadel.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...