Devri

fontañ / fontiñ .2

fontañ / fontiñ .2

v.

I. V. tr. d.

(1) Défaire.

(1790) Ismar 41. dispèn ha fondein er pé en dès groeit en Apostolét. ●(1790) MG 148. hi hé fondai, hac e rai deign hé hommance èl a bèn.

(2) Dépenser, dilapider, dissiper.

(1893) RECe xiv 268. (...) hag eno e voñtes tout i vilheoz war dro d'ar bilhezet.

(1905) LZBg Genver 22. fondet hun es pear mil livr. ●(1932) BRTG 99. hemb fondein blank erbet. ●(1985) ADEM 12. (An Arradon) eñv doa ket euzh a foñdiñ argant.

(3) Digérer.

(1903) EGBV 35. Kig lard e zou bouid ponnér ha diés de fondein.

(4) Détruire, ravager.

(17--) EN.ap 116. chetu lairet ar pichon ha fontet ar couldri, tr. «voilà volé le pigeon et enfoncé le colombier.»

(1907) BSPD I 288. en éned e hras kalz a zroug d'en ed : fondet ou devoé kazi ol er bléad. ●(1913) HIVR 30. ne gaveint ket mui hanaù a barréz erbet : rah é mant bet fondet. ●(1976) LIMO 20 novembre. fondein en néhieu.

(5) Esquinter.

(1982) PBLS 131. (Sant-Servez-Kallag) fontañ, tr. «abîmer, esquinter.» ●ar beterabez a veze ret troha ar glazien diwarne toud, ken e fonte ma daouarn, tr. «il fallait couper toute la verdure des betteraves, tellement que cela m'abîmait les mains.»

II. V. intr.

(1) Disparaître.

(1902) PIGO I 216. da fontan ive dindan an douar. ●(1908) PIGO II 157. da welet ane o fontan en douar.

(2) =

(1855) BDE 699. ur boqued pehani, quent bout digoret mad, e houihue hag e fond.

(3) Fondre.

(1852) MML 69. evel ma teu ar c'hoar da fontan dirag an tann.

(1918) LZBt Gouere 19. e gurunen erc'h ne font jamez.

(4) Fontañ gant ar vezh, kaout mezh da fontañ : éprouver une grande honte.

(1904) BSAB 23. Pa oa tremenet e varr d'ar pried fall-ze, e fonte gand ar vez. ●(1987) BAPR 103. Gleet oa deoh bezañ fontet gand ar véz. ●(1994) HETO 100. Pa laran, sellit, me 'm-eus arru mez, ya, mez da fontañ.

III. Ne fontje ket un tamm sukr en e revr : voir sukr.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...