Devri

pesk

pesk

m. –ed

I. (ichtyologie)

(1) Poisson.

(1499) Ca 37a. Chot an pesq. g. ioe de poisson. ●156a. Pesq. g. poisson. ●(1633) Nom 42a. Piscis : poisson : pesq. ●45b-46a. Leuciscus, è mugilum fluuiatilium genere. gardon : gardoun, vn seurt pesq. ●59a. Salsamentum : chair ou poisson salé : quicq pe pesquet sall. ●150a. Cymba oria : nacelle à pescher : vn barq da derchel pesquet. ●174a. Exipulæ : encloture de verges ou d'autre chose pour prendre les poissons aux coulants des eaux : an cloturic á grær á guyal pe á traezou all euit derchell pesquet en dour ret.

(1659) SCger 94b. poisson, tr. «pesq, p. quet.» ●162b. pesq pl. pesquet, tr. «poisson.» ●(1732) GReg 736a. Poisson, tr. «Pesq. p. pesqed. B[as] Leon : pesq. p. pesqeud, pesqod, peusqod. Van[netois] pesq. p. pesqed, pisqed.» ●(1792) HS 264. pemp baréénn ha deu besque. ●(17--) TE 2. er pésquèt ér mor.

(1849) LLB 1118. leneu don d'er pesked. ●(1857) CBF 14. pesked dour dous, tr. «des poissons d'eau douce.» ●(1879) MGZ 109. ar seiz bara hag ar pesked. ●(1893) IAI 189. ne deo nemed ar boued var an igen evit tapa ar pesked.

(1902) PIGO I 11. eur varloniad pesked rostet. ●(1910) BSAf xxxvii 13. Peskig bien, peg e m' fard ! tr. «Petit poisson, mords à ma palangre !»

(2) par ext. Animal qui vit en mer.

(1732) GReg 210b. Coquillage, poissons testacez, tr. «pesqed-crëéguin.» ●679b. Ormeau, coquillage très-bon, tr. «pesqeud ourmell.»

(1857) CBF 15. pesked krogennek : histr, meskl, ormel, rigadel, tr. «des coquillages : des huîtres, des moules, des ormeaux, des palourdes.» ●(1866) FHB 90/304b. eul leguestr, da lavaret eo, unan eus ar pesket-ze a c'halver ive kemenerien-vor.

II. (pêche) Taol pesked : belle pêche.

(1908) AVES 45. én arben ag en taul pesked ou doé dalhet. ●(1925) BRUD n° 11, 12, 14, 15, en 1963 par Emgleo Breiz, Brest, graphie et pagination différentes de l’édition de 1925, puis en 2003 une édition bilingue par Skol Vreizh préparée par Bernard Cabon)">BILZ 122. e vije peurvuia grêt eun tôl-pesked. (…) Tôl-pesked, très belle pêche.

III. sens fig. Argent.

(1997) HYZH 209/25a. amasser un magot, tr. «serriñ mouilh (T[regor]), kokez, kaout pesked (T[regor]).»

IV.

(1) Yac'h evel pesk // Yac'h evel ur pesk // Yac'h evel ur pesk en dour : en très bonne santé.

(14--) Jer A.262. Ken iac'h a pesk (lire : quen iach ha pesq), tr. Gw. ar Menn «aussi sain que poisson»

(1732) GReg 938b. Qui est sain, qui jouit d'une santé parfaite, tr. G. Rostrenenn «yac'h-pesq

(1849) LLB 242 (G) J. Gwilhom. Ker iah avel ur pesk, gusket rah a nehué. ●(1866) FHB 79/211a M. D.. Erruet oun e Cayenn laouen ha iac'h evel eur pesk. ●(1878) SVE 628. Iac'h pesk, tr. L.-F. Salvet «Sain (comme) poisson.» ●(1889) ISV 105 (L) G. Morvan. Abaoue, ar bugel a so iac'h pesk. ●411. Ne zemezin ket evit n'am bo na greg na bugale da vaga, hag e vevin iac'h evel eur pesc hag eürus evel eur roue. ●(1911) RIBR 157 (L) K. ar Prat. E tiskouezent d'ezi o eledigou yac'h-pesk adarre. ●(1912) RVUm 315 (Gu). Iah-on el ur pesk, tr. P. ar Gov «Sain comme un poisson. Var. Iah pesk. Fr. : Sain comme un poisson.» ●(1921) GRSA 56 (G) Y.-V. Henoù. Hag é ta tré mab en Arvestr, iah èl ur pésk. ●(1925) BRUD n° 11, 12, 14, 15, en 1963 par Emgleo Breiz, Brest, graphie et pagination différentes de l’édition de 1925, puis en 2003 une édition bilingue par Skol Vreizh préparée par Bernard Cabon)">BILZ 120 (T) F. al Lay. A-benn eun nebeud devejou, ho merc'h, itron, a vo yac'h-pesk. ●(1935) FHAB Meurzh 108 (L) *Tintin Anna. Ar bôtrez a zo seder, yac'h evel eur pesk, met ar paotr a zo signac'h pell a zo ! ●(1955) STBJ 71 (K) Y. ar Gow. Antronoz-vintin, avat, gwall-livet, sempl ha distronket evel eun den maro, e teuas du-mañ d'e labour, ken yac'h hag eur pesk. ●147. Padal e oa chomet Pier-Mari ken yac'h hag eur pesk en dour. ●(1976) YABA 24.01 (Gi) J. Jaffre. Maïna hag he zud oé traoalh dehe kaoud en dén yah èl ur pesk.

(2) Evel ur pesk en e zour : très heureux.

(1935) ANTO 129 (T) *Paotr Juluen. Nerto-Maros, eürus 'vel eur pesk en e zour, ne gave ket an tu, heñ koulskoude gleb-dour, da lakaat dilhad sec'h, da dostaat ouz an tan, d'ober un dommadenn. ●155. «Amañ, eme an Tad Balbo, e vin ken ouesk hag eur pesk en e zour.

(3) Evel ur pesk tennet eus an dour : complètement dépaysé.

(1942) VALLsup 50 (d’après Breiz). Tout dépaysé, tr. F. Vallée «evel eur pesk tennet eus an dour

(4) Salv evel ur pesk : en bonne santé.

(14--) Jer.ms 22. Hep mar en goar Mary / Hep nep spy ez vyse / Salu pesq pur ha neat. ●(1557) B 504. Me ray heb sy deffei da gouliou / Salu pesq fresq acc digrac dre ma graczou.

(1872) ROU 102 (L). Sain, tr. V. Roudaut «salo pesc

(5) Bev evel ur pesk : bien vivant.

(1935) NOME 123 (Ki) J. Riou. Bez dinec’h avat : Izidor a zo beo pesk, evitañ da veza gloazet. ●(1950) LLMM 23/44 (T) *Jarl Priel. War Vari-Sent bev-pesk, n’eo ket war luc’hskeudennoù, e pari da zaoulagad. ●(1951) LLMM 25/53 (T) *Jarl Priel. Setu me dirazoc’h bev-pesk, evel diagent…

(6) Mut, dilavar evel ur pesk : muet, qui ne dit mot.

(1866) FHB 85/262a (L) G. Morvan. Petra, ne leverez guer ? Ken dilavar out deut hag eur pesc ?

(1909) FHAB Eost 235 *Laouig Beg ar Spins. Me vo mud evel eur pesk, a respontas Lân. ●(1919) FHAB Here 98 (L) Y.-V. Perrot. Ar pôtr a oa ganet e Brest; ne ouie ger brezonek ebed; ar vamm-goz ne ouie ger gallek ebed hag e choment an eil dirak egile, mud evel pesked. ●(1923) KNOL 129 (L) K. Jezegou. Monaig, mut evel eur pesk, a gendalc'he da c'hoarzin. ●(1927) YAMV 25 A. de Carné. N'euz forz petra a vezo goulennet ouzit, gant n'euz forz piou, ganen zoken, chom a ri mud evel eur pesk. ●(1941) FHAB Du/Kerzu 94 (L) Y.-V. Perrot. Na jomit ket en ho sav, sounn evel eur peul ha mut evel eur pesk. ●(1950) KROB 21/6 *Yann Vad. Ha me a jome va genou digor dirak ar vestrez, mut evel ur pesk ! ●(1964) BRUD 17/18 P.-J. Helias. Mud pesk. Ne gaver ket mutoh.

(7) Noazh evel ur pesk : complètement nu.

(1974) YABA 21.09 (Gi) J. Jaffre. Kredet hardèh nen des ket Alban divizet de zén perag eh oè digouéhet ér gér en dé-sé noah èl ur pesk, pe gozik.

(8) Tapout d'ar pesk ebrel : attraper, tromper (qqun).

(1902) PIGO I 105 (T) E. ar Moal. Eno e fellaz d'ean tapout adarre Per d'ar pesk ebrel, mez Per a oa war evez, ha na droaz na penn na lagad.

(9) Neuñv evel ur pesk : bien nager.

(1924) BRUD n° 11, 12, 14, 15, en 1963 par Emgleo Breiz, Brest, graphie et pagination différentes de l’édition de 1925, puis en 2003 une édition bilingue par Skol Vreizh préparée par Bernard Cabon)">BILZ 90 (T) F. al Lay. Hennez, eme Gargam, hennez ?... Neunv a ra evel eur pesk, hag e zilhad a zo sec'h, ha pell a zo, war e groc'hen.

(10) Bezañ en e beskig : être nu.

(1938) FHAB Ebrel 102 M.-A. Abgrall.

(11) Sklaer evel lagad ur pesk : très clair.

(1962) TDBP Ia 37 (T). An dour-ze a oa ken sklêr ha lagad ar pesk, tr. J. Gros «cette eau-là était aussi claire que l'oeil du poisson.» A Langoat on dit : An dour-ze a oa ken sklêr ha lagad an naer, tr. «cette eau-la était aussi claire que l'oeil du serpent.»

(12) Reuzeudik evel ur pesk war an traezh : très pitoyable.

(1867) MGK 8 (L) G. Milin. O veva c'hiz a rit, gant nebeut freskajou / Ez oc'h ker reuzeudik hag eur pesk war an treaz.

(13) Trist evel ur pesk en ur bod lann : triste, mal à l’aise.

(1962) TDBP Ia 37 (T-Langoad). Me a oa eno trist 'vel eur pesk en eur bod-lann (Langoat), tr. J. Gros «j'étais là triste comme un poisson dans une touffe d'ajonc (mal à l'aise).» ●(1970) BHAF 253 (T) E. ar Barzhig. Evelse e-neus padet meur a viz, trist evel ur pesk en eur bod lann.

(14) Gwelet pesked el laezh : être très ivre, très saoul.

(1986) DBGA 259. Gweled pesked el lêz, tr. «être très soûl.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...