Devri

pig .1

pig .1

f. –ed, i

I.

(1) (ornithologie) Pie.

(1499) Ca 157b. Pic. g. pie. vng oysel. ●(1633) Nom 41a. Pica : pie, agasse : picq, agaçc.

(1659) SCger 92a. pie, tr. «piq p. piquet.» ●164a. pic, tr. «pie.» ●(1732) GReg 720b. Pie, oiseau noir & blanc, tr. «Picg. p. pigued. Van[netois] picg. p. picqet

(1867) MGK 21. Ar big hag ar pintik. Eur bik a voa enn eur gaoued. ●(1870) MBR 240. merc'hed o walc'hi, eur ragach gant-ho evit na vez gant eur vandenn biged. ●(1878) EKG II 129. ar piked a ia da guet ho neiz e bek ar guez.

(1939) RIBA 45. ne vè ket er pigi na taolet pikol, na duah de labourat.

(2) Marc'h-pig : cheval pie.

(c.1718) CHal.ms i. cheual pie, tr. «marh pic.» ●(1732) GReg 162a. Cheval pie, blanc et noir, tr. «Marc'h picq

II.

(1) Bezañ pig pe vran : il y a anguille sous roche.

(1890) MOA 116 (L). Il y a anguille sous roche, tr. J. Moal «bez' a zo pik pe vran. Fam.» ●271. Ces bruits ont quelques fondements, tr. Moal «pik pe vran a zo. (Fam.)»

(2) (Intent, klevet, kemer, kompren) pig e-lec'h bran : comprendre, entendre de travers.

(1905) ALLO 69 (L) Y.-V. Perrot. Ha perak ivez, aotrou Lan, / E leac'h pik ec'h intentit bran ? ●(1923) FHAB Mezheven 208 (L) J.-M. Uguen. Eun all en deus kavet bravoc'h c'hoaz marteze : «la soupe chez le petit François : soubenn e ti Zaïk !! Setu aze petra eo klevet pig elec'h bran ! ●(1928) FHAB Gwengolo 349 (L) Y.-V. Perrot. Yann hag a entente atao pik e lec'h bran a gredas en doa (lenn : he doa) lavaret e vamm d'ezan kas an nor gantan. ●(1955) VBRU 50 (T) *Jarl Priel. Emaout o kemer pig evit bran. ●(1964) BRUD 18/5 (L) *Mab an Dig. Aliez e komprenont pik e-leh bran, hag e skrabit ho penn, c'hwi, pa glevit dibuna mojennou nevez iskiz war ho pro.

(3) Unan o lavaret pig, egile o lavaret bran : se contredire l’un l’autre.

(1950) KROB 25/6 (L) J. Seite. Tro a gave alies d'hen ober vat, rak pa lavare pig Marianna, Paol a lavare bran.

(4) Pig pe vran a gan : il y a toujours qqun pour répéter ce qu’il a entendu.

(1918) LZBt Mae 3 (T). Kaër 'm oa bean (...) chomet hep rannan eur gir eus ma chenchamant, pik pe vran a ouveas eun dra benag. ●(1924) LZBt Meurzh 32 (T). Dalc'hmad, pik pe vran a wel pe a glev. ●(1936) IVGA 223 (Ki) Y. Drezen. Rak, abred pe ziweat, e kan pig pe vran. ●(1970) BHAF 29 (T) E. ar Barzhig. Evel ma ouzoh, pig pe vran a gan ! Ya, bez e veze ordinal eur Mari-Bil-beg bennag kaer e veze kana d'an drubarded : «Flatoull, flatoull !» ●247-248. Med pig pe vran a gan ! Eun devez e klevas eur gerig bennag diwar-benn resever ar post... ●342. Med pig pe vran a gan ! Digemennet e oe buan dezañ e peseurt gwall enkadenn en em gave. ●(1972) SKVT I 31 (Ki) Y. Drezen. Gant ma n'he devo ket kanet pig pe vran e kêr !... ●(1974) SKVT III 103 (Ki) Y. Drezen. Mes, n'eo ket posubl. Kanet 'n ije pig pe vran.

(5) Dont pig ha bran gant ub. : propager des racontards, médire.

(1944) VKST Meurzh 71 *Melegan. Ken dallet eo Yann gant e fallagriez, ma teu gantañ pik ha bran, en e damallou gaouiat.

(6) Bragal evel ur big : se vanter bruyamment.

(1909) KTLR 26 (L) K. Jezegou. Ac'hanta ? emezhan, n'e moa ket lavaret deoc'h ? Hag e c'hen em lakeaz da vragal evel eur bik.

(7) Bezañ kroget ar big en (he / e) skouarn : avoir envie de se marier ou être en apétit sexuel (pour une femme).

(1732) GReg 34b. Amoureuse, tr. G. Rostrenenn «nep so croguet ar bicq èn he scoüarn

(1866) BOM 90 (Ku) P. Proux. Ar mellezour, ar c'hloc'h, bemdez, / A lavar d'hei : «Dimez ! dimez !» / Ar big a grog enn he skouarn, tr. la pie lui pince l'oreille. (not. Locution proverbiale bretonne, qui équivaut au dicton français : avoir la puce à l'oreille; se dit plus souvent du désir de se marier). ●CRYP II 311. Pik, pie. Ar bik a grog enn he skouarn, la pie lui pince l'oreille, = il (ou elle) a envie de se marier; cf. 'Bomb. K.' 90. ●(1868) SBI II 6 (T). Ma merc'h, ha beza pô cod ? / Ma mamm, gwell ve ganin eur pôtr. / Ma merc'h, ha c'hui, 'mezhi, pô scorn ? / Abredic crog ar bic 'n ho scouarn, tr. F.-V. an Uhel «la pie vous mord, un peu tôt à l'oreille». (1) Dicton pour faire entendre qu'une femme est amoureuse.) ●CRYP VI/45. Abredic crog ar bic 'n ho skouarn, la pie, l'envie de vous marier vous mord un peu tôt à l'oreille, Son. Br. Iz. II, 6. ●(1869) TDE BF 40. En parlant d'une femme d'amour passionné, le P. Gr. dit : Kroget eo ar bik enn he skouarn. ●(1878) SVE 383. Ar big a grog en he skouarn, tr. L.-F. Salvet «la pie lui pince l'oreille. (C.-à-d. : elle meurt d'envie de se marier.)»

(1905) BOBL 14 octobre 56/2a (K) Y. ar Floc’h. Paotr koant e oa ar manac'h, ha merc'h an Aotrou a grogaz ar bik en he skouarn kerkent ha ma welas anezan. ●(1912) MELU XI 312. Pa grog ar pig en he skouarn / Ar plac'hik paour a zo dishouarn, tr. E. Ernault «Quand la pie la mord à l'oreille, la pauvre fillette est déferrée.» ●(1914) PCUG 5 (T) *Mabnoni. Koustele ema hounnez o c'honit al loerou ruz ? Merc'h Penazen ema krog ar big en he skouarn, ha me gred ec'h ey da lakat he hano 'benn disadorn kenta. ●(1924) META 78 G. Esnault. grég. donne le br. picq, Vertigo, Caprice, Colère soudaine, «croguet eo ar bycq èn e scoüarn», (crochée est la pie dans son oreille) il a du vertigo; dans cette locution le genre féminin de ar bicq décèle bien l'oiseau pik, (pie) mais c'est par calembour sur le radical de piquer. ●(1935) ANTO 163 (T) *Paotr Juluen. Kalz yac'husoc'h, chom brao ha sioul er gêr, eget mont du-mañ ha du-hont, krog ar big er skouarn, da redek an hentou treuz pe da heja ar c'houen, war leurenn pe abadenn... ●(1944) FHAB Meurzh-Ebrel 42 S.S. Met pa grog ar big e skouarn ar plac'h, hag e ve berr he nask e kav an tu da fringal. ●(1956) BLBR 89/7 (T) *Abnoni. Krog eo ar big en ho skouarn, plac'h yaouank ! (...) Krog eo ar big en he skouarn ? Ne gredan ket. Ne deu paotr yaouank ebet amañ d'ober dezi al léz. ●(1958) BLBR 108/4 (T) *Abnoni. Komzet din euz ho merh. Na zislavaret-ket ahanon. Hag hen n'eo ket krog ar big n'he skouarn ? ●(1962) TDBP II 414 (T). Krog eo ar bik en he skouarn, tr. J. Gros «elle a envie de se marier.» ●(1985) ANEX 90. Ar bik a grog en he skouarn. La pie lui pince l'oreille. Tout à fait obscure dans sa traduction littérale cette expression s'emploie au sujet des jeunes filles qui ont une grande envie de se marier et font tout ce qu'elles pensent devoir faire pour y parvenir. Ar bik, c'est certes l'oiseau noir et blanc à la mauvaise réputation; mais le même mot, au genre masculin, ar pik, c'est le plantoir indispensable pour le repiquage manuel des choux avant la mécanisation. Or, le plantoir désigne aussi métaphoriquement le sexe masculin : Hennez eo lemm e bik (son plantoir est pointu) qualifie plaisamment un homme qui passe pour particulièrement viril et possède pour le prouver une nombreuse troupe d'enfants. Quant à l'oreille, ainsi associée au plantoir, que pourrait elle figurer d'autre que le sexe féminin. Claude Duneton a naguère commenté l'expression «avoir la puce à l'oreille», tirant pour le français des conclusions très similaires à celles que nous avançons pour le breton. ●(1986) (Ki) L. Kergoad PLOGONEG. Peget eo ar big en he skouarn : elle a le béguin.

(8) Bezañ kroget ar big en (he / e) skouarn : avoir envie de se marier ou être en apétit sexuel (pour un homme).

(1906) BOBL (d’après KBSA 221) Y. ar Floc'h. Hemañ a glev Spered-Berr o kana, hag ar big a grog en e skouarn. ●(1908) PIGO II 144 (T) E. ar Moal. Setu kroget ar big en skouarn an trubard kemener. (1935) FHAB Genver 18. Kroget eo ar bik en e skouarn hag evit plijout d'ar plac'h yaouank ez a da c'hourin.

(9) Bezañ kroget ar big en (he / e) skouarn : être jaloux.

(1890) MOA 313. Jaloux, on dit aussi, en général : krog eo ar bik enn he skouarn, f. et m.

(1953) BLBR 63/5 (K) *Yann ar Gwiader. Lod o c'hav mat hep o flus, kreienet er chidouarn / Ha nep n'en devez bet tamm a grog ar big 'n e skouarn.

(10) Bezañ kroget ar big en (he / e) skouarn : être éméché, gris.

(1868) FHB 193/293b (L) Gabriel Morvan. n'em euz remerket nicun hag a vije anad an disterra e vije crog ar bic en he scouarn. ●(1869) FHB 250/327b (L) Goulc'hen Morvan. Eur c'hantonier (...) a azezas var e garrigel (...) en em lakeas d'ober ur brezegen dezhi. Ne ouzon ket hag hen a voa crog ar big en he scouarn, ar re o deus degaset din he gomzou, n'o deus lavaret ger a gementse.

(1935) ANTO 163 (T) *Paotr Juluen. Kalz yac'husoc'h, chom brao ha sioul er gêr, eget mont du-mañ ha du-hont, krog ar big er skouarn, da redek an hentou-treuz pe da heja ar c'houen, war leurenn pe abadenn, ouz son lubrik ar «Jas» pe «Bigano» lous an diaoul, eun heug, ya, o c'hlevout, pe gollin-me ma ano. ●(1945) DWCZ 61 (L) *Tad Medar. Mezo-dall ne vez ket; a-wechou evelato e vez krog mat ar big en e skouarn. ●(1981) ANTR 29 (L) *Tad Medar. Dour feunteun pe dour puñs eo evaj pemdezieg Yann-Gouer (...) Eaz eo kompren e krog buan ar big en e skouarn diwar un nebeudig banneou... ●(1995) EIGV 56 (L) Yann-Vadezour Lagadeg. Gwin «Per Bon Dieu» en-deus lakeet ar big da gregi em skouarn ha netra ken.

(11) Bezañ kroget ar big en (he / e) skouarn :

(1929) SVBV 119 (L) *Ab-Sulio. P'edo war var da wilioudi, krog a-zevri ar big en he skouarn.

(12) Bezañ kroget ar big en (he / e) skouarn :

(1868) FHB 157/7a. Guelet oc'h eus biscoaz eun den diskiant evelse ? Collet sur eo he benn gantha pe e rank beza crog ar big en he scouarn.

(13) Kemer ar big :

(17--) FG I 26 (Lu) P. Kerenveier. Ne vanko mui némèd ar baz balan, al lerou du gand fourchettèzenno melen, èvit beza ker gwizieg ha kèmeroud ar bik.

(14) Mont gant ar piged : être jaloux du succès des autres.

(1912) MELU XI 312. Mont gant ë piqet, tr. E. Ernault «Aller avec les pies, être jaloux du succès des autres. (Trév[érec]).»

(15) Kas ar big da gac'hat : porter quelqu'un à deux, sur les mains réunies, au jeu de «madame en chaise». Cf. ober kazeg an u ; ober kroazig alaouret. Cf. le numéro suivant.

(1902) CRYP VIII 280 (T). Kas ë bik dë gac'het, tr. E. Ernault «mener chier la pie, porter quelqu'un à deux, sur les mains réunies, au jeu de «madame en chaise».

(16) Dougen ar big da gac'hat : porter la femme ou la fille de la maison, assise sur une gerbe, à la fin du battage de la moisson.

(1902) CRYP VIII 280 (T). Dougen ar bik dë gac'het, tr. E. Ernault «porter la pie à chier, porter la femme ou la fille de la maison, assise sur une gerbe, à la fin du battage de la moisson, Trég[or].»

(17) Se a ya gant ub. evel gant ur big lonkañ kaouled : ça ne lui va pas.

(1991) NABR 35. Ze 'ha gantan evel gant eur big lonkan kaouled, tr. «Cela lui va comme à la pie d'avaler des cailles.»

(18) Batouilhat evel piged born : raconter n’importe quoi.

(1867) FHB 136/249a. Sclancat ha batouillat a reant evel piket born.

(19) Klask neizhioù pig : voir neizh.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...