Devri

Recherche 'diabarzh...' : 2 mots trouvés

Page 1 : de diabarzh-1 (1) à diabarzh-2 (2) :
  • diabarzh .1
    diabarzh .1

    adj., adv. & prép. cf. a-ziabarzh

    I. Épith.

    (1) Intérieur.

    (1965) BAHE 44/38. Krug 'oa. Ne gomprenen ket pegen skornet en doa ken am eus gwelet krug ouzh bordoù diabarzh ar puñs.

    (2) par ext. An tu diabarzh : le côté gauche.

    (1957) ADBr lxiv 4/458. (An Ospital-Kammfroud) e-gaou ema ar gazeg en diavêz (an tu diavêz = à droite), e-gaou ema ar gazeg en diabarz (an tu diabarz = à gauche).

    (3) (domaine maritime) Mor diabarzh : la mer de ce côté-ci de la pointe du Raz.

    (1979) VSDZ 153. (Douarnenez) pa vez lavaret ar mor diavaez eo pa 'maout en tu all d'ar Raz, hag ar mor diabarzh pa 'maout en tu-mañ d'ar Raz, tr. (p. 315) «lorsqu'on parle de mer ‘extérieure' c'est quand tu te trouve de l'autre côté du Raz, et la mer ‘intérieure' quand tu est de ce côté-ci du Raz.»

    II. Adv. À l'intérieur.

    (1838) OVD 158. En eined hanhuet alcion e vatisse ou néh én ur fæçon admirable : ind er groa ar vord er mor ér memb forme guet un aval, hag er cimante quer ferme tro-ha-tro, nameit un toullicg distér e lausquant d'er hlué. El-cé, hag é tehé er deur édan d'ou, ne antré lom diabarh.

    (1903) MBJJ 266. Setu perak e kavan daouzek auter harpet ouz moger ar voskeen, darn anê diabarz, ha darn all diavæz.

    III. Prép.

    A. À l'intérieur de.

    (1907) AVKA 318. Ekreiz goela, e plegas da zellet diabarz ar be.

    B. Loc. prép.

    (1) Diabarzh e : en.

    (1710) IN I 146. considerit-èn diabarz enoc'h.

    (1866) FHB 73/167b. ar frouez, avalou, per, prun, etc., a vez prevet diabars enho. ●(1866) FHB 80/219b. ar vrezel-ze a zanten diabars enhon. ●(1866) FHB 89/290a. Eurus eo an iliz-ma da zerc'hel brema diabarz enhi ar pez a jom anezhan. ●(1867) FHB 116/993a. Clevet a rea diabarz enhan eur vouez o rebech dezhan ar pez en doa great. ●(1889) ISV 90. Me zant eo chenchet pep tra diabarz enhon.

    (2) Diabarzh da : à l'intérieur de.

    (1744) L'Arm 331b. Remenée ou Arriere-voussure, Linteau vouté, au-lieu de Palatre, tr. «Gourin-dor ar ouarêc diabarh d'en ti.»

  • diabarzh .2
    diabarzh .2

    m. & adv.

    I. M.

    (1) Intérieur.

    (1633) Nom 127a. Penetrale : le plus dedans de la maison : an diabarz an ty.

    (1821) SST 216. én dianbarh ag er galon. ●(1867) MGK 59. Ann diabarz (…) / A zo re striz ha re vihan. ●(1869) SAG 166. en hon diabarz. ●(1878) EKG II 125. E Berven, a c'hoar an oll, e saver eus ar garidou da vek an tour dre an diabarz. ●(1883) MIL 191. terri an danijen a zo em diabars.

    (1903) MBJJ 278. Diabarz eun iliz Rusian. ●(1905) IMJK 247. Mes en hani ne hum zalh ket sonn én e ziabarh (...) e zou droug getou bout temalet. ●(1921) GRSA 369. Kaer bras e oè diabarh er hastel.

    (1937) LZBl Genver/C'hwevrer 20. an diavêz a c'hell beza paour da welet, hag an diabarz pinvidik da c'houzout !...

    (2) (politique) Intérieur.

    (1958) BAHE 15/3. Ministrerezh an Diabarzh.

    II. Adv.

    A. À l'intérieur, au dedans.

    (1575) M 2375. Han Enef diabarz : á vezo esquarzet, tr. «Et l'âme, au dedans sera rongée.»

    (1878) EKG II 42. ha ma velen an ti du diabarz.

    (1903) MBJJ 266. Setu perak e kavan daouzek auter harpet ouz moger ar voskeen, darn anê diabarz, ha darn all diavæz.

    B. Loc. adv. En diabarzh.

    (1) À l'intérieur.

    (1774) AC 32-33. unan en diabars, ac eun all en dianveas.

    (1878) EKG II 39. mez an or a ioa prennet enn diabarz. ●165. Trouz ha kabal a gleve enn diabarz.

    (1911) BUAZperrot 86. azezennou a ziribign outo en diabarz. ●(1924) LZMR 13. Ar siminal a voudiennas. ●15. An avel a voudienne en eur zont en diabarz. ●(1926) FHAB Meurzh 94. ar bouzellou a vezo gwalc'het en dour red, en diabarz koulz hag en diavêz.

    (2) par ext. À gauche.

    (1957) ADBr lxiv 4/458. (An Ospital-Kammfroud) e-gaou ema ar gazeg en diavêz (an tu diavêz = à droite), e-gaou ema ar gazeg en diabarz (an tu diabarz = à gauche).

    III. Loc. prép. E diabarzh : à l'intérieur de.

    (1903) MBJJ 110. ar gær goz, a zo e diabarz ar mogerio. ●(1920) LZBl Gouere 330. he gador-doug e diabarz ar porz-kloz. ●(1928) FHAB Mezheven 205. Peder aoter a zo e diabarz ar chapel.

    ►[form. comb.]

    S3m e diabarzh ennañ

    (1879) BMN 62. Ne oa e diabarz ennan hag en dro dezhan nemet Doue.

    P1 e diabarzh ennomp

    (1944) VKST Ebrel 99. eur peoc'h a zo hag a c'hellomp bepred, dre c'hras Doue, diazeza gwelloc'h e diabarz ennomp.

    IV. Mañsoniñ an diabarzh : voir mañsoniñ.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...